Piv omp-ni ?

Piv eo Pascal Olivard ?

E Brest emaon o chom abaoe 38 vloaz bremañ, pa on deuet da studiañ amañ evit tapout ur BTS. Plijet on bet gant bed ar studererien ha lakaet em eus va anv e skol-veur, ur wech tapet an diplom-se ganin, evit mont pelloc’h ganti betek reiñ un dezenn war an elektronek.

Entanet on bet gant an enklask hag ar c’helenn, plijet bras on bet dreist-holl o labourat a-stroll e skol-veur ha gant ar vuhez demokratel o ren enni, Merzhet em eus ivez pegen tomm eo ar studerien, ar c’helennerien hag an implijidi outi.

Kargoù am eus degemeret a-nebeudoù, ken entanet ma oan gant va skol-veur karet, betek dont da vezañ anvet da brezidant e-pad 8 bloaz

N’em eus ket embannet war ar blasenn va mennozhioù politikel d’ar mare-se : red e oa din kenlabourat gant ur gouarnamant kenkoulz deus an tu-dehoù pe deus an tu-kleiz.

Cheñchet penn d’ar vazh d’an deiz a hirio ha bez’ e c’hellan embann fraezh ha sklaer d’an holl : ur c’hreizad gant ur spered digor on. Simone Veil, Robert Badinter pe c’hoazh Jacques Delors zo pennoù skouerius evidon.

Deuet on da Vrest 35 vloaz zo ha chomet on. ( : 36 vloaz ar miz a zeu)

Rak degemeret on bet da vat gant kêt Vrest.

Setu perak em eus lakaet va anv ha bodet ul listennad tud evit mont war renk an dilennadegoù kêr Vrest da zont.

Gant sikour ur skipailh youlek tro-dro din em eus c’hoant reneveziñ mont endro ar c’huzul-kêr, … degas mennozhioù nevez ha sevel ganeoc’h ur programm uhelek ha pragmatek evit, da gentañ-penn, bezañ an tostañ posubl ouzh buhez pemdeziek ar Vrestiz.

X