Ar raktres

Penaos e welomp dazont kêr Vrest

Diwar an emgavioù niverus bet ganeoc’h, Brestiz, eo bet savet ur programm tri lodenn dezhañ a-benn kaout ur gêr o tont da vezañ muioc’h a-unan, ekologel ha skedus

Ijinomp Ker Vrest a-benn warc’hoazh… Ur gêr vrav da vevañ enni, ur gêr o gwareziñ an endro hag o prientiñ war dazont he bugale, Ur gêr skedus hag a oar diskouez ha lakaat da dalvezout he ferzhioù-mat. Brestiz a-gozh pe nevez, implijerien, touristed … Ijinomp ur gêr digor war ar bed, ur gêr degemerus. Ijinomp ur gêr a zegasfe c’hoant d’ar gweladerien da zont da chom enni ha d’ar Vrestiz da vezañ fier outi.

N’eo ket tri doare disheñvel da welet kêr Vrest met ur sell hollek. Ker Vrest ne vo ket muioc’h troet war an ekologiezh ma n’eo ket a-unanoc’h. Ker Vrest ne vo ket skedusoc’h ma n’eo ket muioc’h troet war an ekologiezh. E dalch an hini all eo pep lodenn eus ar programm savet evidoc’h.

Brest kengret

Adsoñsomp an obererezh sokial

Kenurzhiañ gwelloc’h an obererezh sokial evit miret ouzh ar gevezerezh etre ar c’hevredigezhioù

Gwelaat ar vuhez er garterioù

Ur gêr, warni muioc’h a livioù ha nebeutoc’h a liv
gris !

Ur gêr suroc'h

Ur polis-kêr tost ouzh an dud, hep armoù ; gwellaat ar goulaouiñ publik.

Selaouomp ar Vrestiz

Kuzulioù karter gant ur galloud gwir.
Pascal-olivard-marche
po2020-9

Brest ekologel

Produiñ 15% deus ezhommoù energiezh an ti-kêr

Difuiñ hor savadurioù publik ha staliañ panelloù heol
warno.

Digreskiñ al lastez d’an hanter

Dastum al lastez organek, gant ar pal rannañ dre 2 hol lastez a-benn 6 vloaz.

Ur rouedad transportoù poellek :

Eil linenn tram, ul linenn bus a live servij uhel, busoù tredan, ...

War-zu ur boued padus :

Predoù 100 % bio ha lec’hel er skolioù publik hag 1 pred diwar 2 hep kig.

Takadoù naturel ha labour-douar gwarezet :

Paouez da vetonañ an tachennoù labour-douar, glasveziañ hor c’hêr ha sevel liorzhioù boutin.

Ar marc'h houarn e giz ur mod treuzdougen :

Roudennoù evit ar marc’hoù-houarn, ha marc’hoùhouarn tredan emservij.

Brest skedus

Al lenn-vor, rakstal-diskouez identelezh Brest.

Dont da vezañ ur pol war an nevezadurioù war dachenn ar mor hag ar c’hevezadegoù war vor. Krouiñ regata Brest.

Adtapomp hor porzhioù :

Staliañ tennadoù sportel, tavarnioù bihan.

Ar Gabusined, kalon vev ar veurgêr, un hollad kempoell

Budjedoù-perzhiañ evit skorañ an talantoù e Brest.

Terkañ tachenn Pontaniou ha degas an toull-bac’h en ur mirdi bev.

Diorren hon ekonomiezh war ar skeul etrevroadel.

port-1
po2020-10

Ur ger vreizhad

Evit ar skolioù diyezhek

Brudañ an hentennoù diyezhek er rouedad publik a-bezh ha kenderc’hel da zigeriñ klasoù diyezhek.

Panelloù diyezhek

Kenderc’hel da staliañ panelloù heñchañ ha titouriñ diyezhek e-barzh ar savadurioù publik da heul o renevezadur.

Ya d'ar brezhoneg

Diwall ma vo doujet d’ar garta “Ya d’ar brezhoneg” ha mont war zu al live 3.

Plas ar brezhoneg e kêr

Kensevel ur steuñv evit diorren plas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Brest asambles gant ar rouedad kevredigezhel hag Ofis publik ar brezhoneg.
X