Pascal-Olivard-Gare-Brest

Da gentañ penn :

Hor daedenn pa vezimp dilennet : ober deus Brest ur gêr e-lec’h m’eo kaer ha plijus bevañ asambles, gant doujañs e-keñver an natur. Ur gêr o skediñ tro-dro dezhi ha pelloc’h c’hoazh evit sachañ embregerezhioù, krouiñ postoù-labour ha kas war-raok stad an ekonomiezh e-ser gwellaat buhez pemdeziek pep Brestiz.

Da laret eo, ur gêr kengret, ekologel ha skedus.

098_2-mail(1)

Hon doare d'ober

Savet eo bet ganeomp ur raktres bras evit kêr Vrest diwar ouzhpenn 200 emgav hiniennel gant Brestiz hag oberourien sokioekonomikel ar vro.

Diwar an emgavioù-se eo bet gwelet asambles ganeomp war petra labourat da gentañ penn evit kinnig ur raktres evit kêr Vrest.

Eskemmet e vez ganeomp gant ar Vrestriz war ar raktres-se e-koulz an emvodoù publik hag ivez war ar mac’halac’hioù, ar burev hag all….

Ar pal ganeomp selaou aketus pep hini evel m’emañ gant doujañs bras evit ma vefe dalc’het stad eus e vennozhioù ha kavet un diskoulm pleustrek evit ezhommoù ar Vrestiz.

Ar skipailh

Eus ar gevredigezh keodedel e teuomp, embregerien, gopridi, kargidi, retretidi ha studierien. Ur skiant prenet bras war ar vuhez kevredigezhel e Brest o deus lod ac’hanomp.

A-bouez bras eo deomp talvoudegezhioù ar Republik hag al laikelezh. Daoust ma vez kavet soñjoù liesseurt en hon touez, e lakaomp da bal ar mad boutin hag an interest hollek : er maez eus ar strolladoù politikel eo lec’hiet hon doare-ober, youlek, pragmatek, ha pouezus-kenañ eo evidomp selaou an dud, ha nac’hañ a reomp ober gant savioù-poent dogmatek.

Anavezout a reomp hor c’her
rak buheziñ a reomp anezhi war ar bemdez.

pascal_et_sa_team
04

Ar pezh zo a-bouez evidomp

Petra a fell deomp kaout evel stur a-hed hol leuriad adalek 2020 :

Onestiz ha reiñ skouer vat
Respect et écoute des personnes quelles que soient leurs activités, leurs situations, leurs opinions Doujañs evit pep hini, n’eus forzh e vicher, e stad, e vennozhioù
Skoazellat hag ambroug mennadoù ar c’hevredigezhioù, an embregere- zhioù, an hiniennoù.
Bezañ kirieg e-keñver ar mallusted sokial hag an endro a-vremañ
X